Ar c’hwezekvet kantved. Deus pevar c’horn Europa e loc’he kuit martoloded war listri-dre-lien bras-meurbet ’benn aloubiñ an Douar Nevez. C’hoant o doa da vevañ o huñvreoù ’n ur gavet lec’hioù nevez ha dianav d’an holl, ’n ur glask dizoloiñ teñzorioù. Gant piv ’ndeus ket bet huñvreet gant ar bedoù dindanzouar, gant ar morioù pell, mammennoù ar mojennoù ? Piv ’ndeus ket bet c’hoant da vezañ pinvidik, goude bezañ baleet war hentoù an Andoù, heñchet gant an Heol e-kreizig-kreiz bro an Inkaed, betek pinvidigezhioù hag istor ar c’hêrioù aour kevrinus… ? Bugel an Heol O furchal en oabl, er bed holl Klask da hent ingal Piv ’raje ’vidout ’mod-all Noz-deiz, huñvreour ’Sambles gant da zaou vignon bras War gein ar C’hondor bras E klaskez ar C’hêrioù Aour (Diskan) Bugel an Heol N’eus ket par dit er bed holl Troioù-kaer ’vo c’hoazh Bravoc’h ’vit reoù dec’h c’hoazh… (Diskan)